Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 22:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Va zad, pella ar c’halir‐ze diouzin, mar plij ganez! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontezme mes da hini.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 22:42
21 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Ia, o Tad, rag evel‐se eo bet kavet mad ganez.


Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit‐hu eva ar c’halir ez anme da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean‐me beza badezet? Int a lavaraz dezhan: Gallout a reomp.


Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret: Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir‐ze pell diouzin . . . . Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id.


Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret: Va Zad, ma na hell ar c’halir‐ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez.


Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou.


deuet da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


Hag e lavare: Abba! Tad! pep tra a zo possubl d’id; distro diouzin ar c’halir‐ze; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.


Mes Jesus a lavare: Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont. Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.


Mes Jesus a lavaraz da Ber: Laka da gleze en he foureo; daoust ha na evin‐me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva?


Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.


Na hellan ober netra ac’hanoun va‐unan, diouz ma klevan e varnan, ha va barnedigez a zo just, rag na glaskan ket va bolontez va‐unan, mes bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset.


Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va‐unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset.


Evel‐se, pa n’hon doa ket gallet hen distrei, e choumjomp tranquil hag e leverjomp: Ra vezo great bolontez an Aotrou!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos