Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 13:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 13:15
16 Referencias Cruzadas  

Lest anezhe; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.


Hipocrited! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret:


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Evel‐se c’houi ive, en diaveaz a zeblant d’an dud beza just, mes en diabarz ez oc’h leun a hipocrizi hag a fallagriez.


Hipocrit! lam da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur.


En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


Neuze e lavaraz dezhe: Pehini ac’hanoc’h, mar teufe he azen pe he eujen da gweza en eur punz, n’hen tennfe ket kerkent ac’hane devez ar sabbat?


Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos