Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 12:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Neuze e lavaraz d’he zizkibien: Rag‐se, me a lavar deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:22
7 Referencias Cruzadas  

Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret;


Ar vuez a dalv muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad.


Ha na vezit ket en poan da c’houzout petra ho pezo da zebri, ha da eva, ha na vezit ket nec’het divarben kement‐se.


Hogen me a garfe e vec’h disourci. An hini n’eo ket dimezet, hen deuz preder evit ar pez a zell ouz an Aotrou, evit plijoud d’an Aotrou.


Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,


Ra vezo ho puez dinam a avaristed; bezit contant gant ar pez hoc’h euz; rag Doue he‐unan hen deuz lavaret: Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos