Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 1:66 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

66 Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent: Petra a vezo ar bugel‐ze eta? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

66 An holl re o c’hlevas o miras en o c’halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:66
16 Referencias Cruzadas  

Hag ar bugel a greske hag a grenvae er spered; hag e choumaz en dezertchou beteg an deiz ma tlie beza diskouezet da Israel.


Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon.


Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez; ha gras Doue a oa varnezhan.


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Evidoc’h‐c’houi, selaouit mad ar c’homzou‐man: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud.


Ha dorn an Aotrou a oa ganthe, hag eun niver braz a gredaz hag en em gonvertissaz ouz an Aotrou.


abalamour d’an esperans a zo miret deoc’h en envou, euz a behini hoc’h euz bet anaoudegez a‐ziaraog dre ar gomz a wirionez euz an Aviel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos