Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 1:29 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Hag hi, pa velaz an eal, a oe troublet gant he gomzou, hag e sonje enhi he‐unan petra sinifie eur salud evel hennes.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec’h-unan petra a c’helle ar salud-se bezañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 1:29
12 Referencias Cruzadas  

O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se.


Ha Zakariaz o velet anezhan, a oe troublet, hag e crogaz ar spount enhan.


Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.


Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent: Petra a vezo ar bugel‐ze eta? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.


Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon.


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Evel ma oa Per nec’het evit gouzout petra a zinifie ar vizion hen doa bet, setu an dud a oa bet digasset gant Corneil, o veza goulennet e pe leac’h e oa ti Simon, en em gavaz e‐tal an nor.


Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz: Petra a zo, Aotrou? Hag an eal a lavaraz dezhan: Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos