Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 9:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Ha Jesus a lavaraz: Deuet oun er bed‐man evit eur varnedigez; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 9:39
34 Referencias Cruzadas  

Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re ler a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour.


Lest anezhe; ar re ze a zo renerien dall o rên ar re dall; hogen mar bez eun den dall o rena eun den dall e kwezint ho daou er poull.


mes mar d’eo fall da lagad, da holl gorf a vezo teval. Mar d’eo eta tevalijen ar sclerijen a zo enoud, peger brazan devalijen‐ze!


evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.


Ha setu aman: lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.


Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam: Setu, ar bugel‐man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a‐berz an dud,


Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


Hogen, en heur‐ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall‐boaniou, hag euz an drouk‐sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall.


Breman eo ema barnedigez ar bed‐man; ha prins ar bed‐man a ia da veza breman taolet er meaz.


Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun.


Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.


Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez‐ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall.


Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.


C’houi a varn hervez ar c’hig; me na varnan den e‐bed.


Hen a respontaz: Ne ouzon ket hag hen a zo eur pec’her; gouzoud a ran eun dra; penaos e oann dall, hag e velan breman.


evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.


d’ar re‐man, eur c’houez a varo, hag a laka da vervel; ha d’ar re all, eur c’houez a vuez, hag a laka da veva. Ha piou a zo barec evit an traou‐ze?


Abalamour da ze ez eo bet lavaret: Dihun, te pehini a gousk, ha sav a‐douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.


ha gant holl dromplerez an injustis e‐touez ar re a ia da goll, dre n’ho deuz ket recevet ar garantez euz ar wirionez evit beza salvet.


Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiach royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus;


Mes an hini hen deuz kâs ouz he vreur, a zo en devalijen, hag a vale en devalijen, ha na oar ket da beleac’h ez a, rag an devalijen he deuz dallet he zaou‐lagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios