Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 7:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 (Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 7:39
42 Referencias Cruzadas  

Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted.


Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.


Evidoc’hc’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl.


Piou oud‐te eta, a c’houlenjont diganthan? Ha te eo Elias? Hag e lavaraz: N’e ket me eo. Ha te eo ar profet? Hag e respontaz: Nann.


Goulen a rejont diganthan: Perag eta e vadezez‐te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet?


Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.


He ziskibien na gomprenjont ket kement‐se da genta; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou‐man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.


ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den.


Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.


Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hwezaz varnezhe hag e lavaraz dezhe: Recevit ar Spered‐Santel.


Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.


Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl.


Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.


Ha recevet hoc’h euz‐hu ar Spered‐Santel, pa’z oc’h deuet da gredi? Respont a rejont dezhan: N’hon euz ket klevet zo‐ken e vefe eur Spered‐Santel.


En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


Hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


Pa ho doe pedet, al leac’h en pehini e oant assambles a grenaz; hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag ec’h annonsent Ger Doue gant hardiegez.


Evidoc’h‐choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan‐benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan.


pegement ne vezo ket gloriussoc’h karg ar Spered?


Ha na gontristit ket Spered‐Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios