Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 5:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Dre‐ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h‐mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep‐ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he‐unan par da Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Dre-se ar Yuzevien a glaskas c’hoazh muioc’h e lakaat d’ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c’hoazh abalamour ma c’halve Doue e Dad e-unan, oc’h en em ober e-unan kevatal da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:18
21 Referencias Cruzadas  

Pe c’hoas, n’hoc’h euz‐hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam?


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Me hag an Tad a zo unan.


Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.


Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan.


Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?


Ar Judevien a respontaz dezhan: Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.


An den‐ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.


Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement‐se deiz ar sabbat.


Mes Jesus a lavaraz dezhe: Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive.


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?


Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue.


Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.


pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue;


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos