Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 3:27 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Ian a respontaz: Den na hell pretanti kaout tra e‐bed, nemed roet a ve bet dezhan euz an env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Yann a respontas: Den ne c’hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:27
27 Referencias Cruzadas  

Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan?


Ha da unan e roaz pemp talant, da eun all daou, ha da eun all unan; da bep hini hervez he c’halloud; hag ez eaz en hent rag‐tal.


Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez.


Ha kalz a zeuaz d’he gavoud, hag e lavarent: Ian, evit gwir, n’hen deuz great miracl e‐bed; mes kement hen deuz lavaret Ian divarben he‐man a zo gwir.


Hag e lavare: Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h, den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma n’eo ket bet roet kement‐se dezhan gant va Zad.


dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled;


mes evel ma hon euz donezonou dishenvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp, greomp usach anezhe, mar d’eo an donezon a brofesi, en eur exerci anezhi hervez muzur ar feiz;


Paol, galvet da vezo abostol euz a Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes,


Mes eur Spered hep‐ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou‐ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan.


Mes dre c’hras Doue ez oun ar pez ma’z oun; hag he c’hras pehini a zo bet roet d’in, n’eo ket bet didalvoudus; mes labouret em euz kalz muioc’h egethe holl; n’e ket me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo ganen.


Piou eta eo Paol, ha piou eo Apollos, nemed servicherien dre bere hoc’h euz credet, hervez ma’z eo bet roet da bep hini anezhe gant an Aotrou?


Rag piou a laka eun differans‐benag etrezoud hag eun all? Ha petra ec’h euzte, ha n’az pefe recevet? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez‐te, evel pa n’az pefe ket hen recevet?


Paol, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den‐benag mes dre Jesus‐Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo;


Paol, abostol Jesus‐Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus.


Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.


Pep gras vad ha peb donezon barfet a zeu euz an env, hag a zisken digant Tad ar sclerijen, en pehini na vez chenchamant e‐bed nag an disterra apparans a chenchamant.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos