Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 14:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 An hini hen deuz va gourc’hemenou hag a vir anezhe, hennes eo a gar ac’hanoun; hag an hini a gar ac’hanoun a vezo karet gant va Zad, ha me a garo anezhan, hag en em roin da anaoud dezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:21
43 Referencias Cruzadas  

Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan!


Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou.


Na lezin ket ac’hanoc’h emzivad; dond a ran d’ho kavout.


Va mignoned e viot, mar grit kement em euz gourc’hemenet deoc’h.


Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.


rag an Tad he‐unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue.


(me enhe, ha te enoun,) evit ma vezint peur‐c’hreat en unan, hag evit ma c’hanavezo ar bed ec’h euz va digasset, hag e karez anezhe, evel ma ec’h euz va c’haret.


hag e veliz Jesus, hag a lavare d’in: Hast, ha kea buhan er meaz euz a Jerusalem; rag na gredfont ket an desteni a roi ac’hanoun.


Teir gwech em euz pedet an Aotrou d’hen pellaad diouzin,


Evel‐se ni holl pere, gant eur visach dizolo, a gontempl, evel en eur mellezour, gloar an Aotrou, lakeat omp da zond henvel ouz he imach, euz an eil gloar d’eben, evel gant Spered an Aotrou.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


An Aotrou Jesus‐Christ ra vezo gant da spered! Ar c’hras ra vezo ganeoc’h! Amen.


Mes an hini a vir he c’her, a zo en gwirionez karantez Doue parfet enhan, ha dre an dra‐ze ec’h anavezomp emomp enhan.


Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan.


Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies,


Hag ar garantez eo ma valeimp hervez he c’hourc’hemenou. Hennes eo ar gourc’hemen, evel ma hoc’h euz hen klevet adaleg ar pen‐kenta, evit ma valeot enhan.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan.


Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou!


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos