Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 13:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Rag‐se mar em euz‐me, me pehini eo an Aotrou hag ar Mestr, gwalc’het deoc’h ho treid, c’houi a dle ive gwalc’hi ho treid an eil d’egile.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mar em eus eta gwalc’het ho treid deoc’h, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:14
22 Referencias Cruzadas  

(Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.)


Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel‐se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret: Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.


Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e‐kenver egile,


Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel; na vezit ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan.


Rag‐se e tisclerian deoc’h penaos den e‐bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered‐Santel.


Rag‐se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.


A‐hend‐all, me Paol, a bed ac’hanoc’h dre zouster ha madelez ar C’hrist, me pehini a zo humbl dirazoc’h, mes leun a hardiegez en ho kenver, pa vezan pell diouzoc’h;


Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.


Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte; mes diwallit, var digarez al liberte‐ze, da veva hervez ar c’hig; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez.


ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus‐Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.


ha nemed beza he defe an desteni euz he œuvrou mad, an desteni da veza savet he bugale, da veza digemeret an estranjourien, gwalc’het ho zreid d’ar Zent, sicouret an dud afflijet, ha da veza lakeat he foan en peb seurt œuvrou mad.


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Pa hen deuz eta ar C’hrist gouzanvet evidomp‐ni er c’hig, c’houi ive en em armit euz ar sonj‐man, penaos an hini hen deuz gouzanvet er c’hig, hen deuz paouezet da bec’hi;


C’houi ive evel‐se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos