Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 12:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 12:48
36 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear‐ze.


Jesus a lavaraz dezhe: Ha n’hoc’h euz‐hu ket biskoas lennet er Scrituriou ar c’homzou‐man: Ar mean a zo bet taolet a gostez gant ar re a vatisse a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn; gant an Aotrou eo bet great kement‐man, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad?


Hogen, pa zeui Mab an den en he c’hloar, hag an holl elez santel ganthan, neuze ec’h azezo var an tron euz he c’hloar.


Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet ar gomz‐man euz ar Scritur: Ar mean a oa bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn?


An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.


Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.


An neb ho selaou‐c’houi am zelaou‐me; hag an neb ho tisprij‐c’houi am disprij‐me; hag an neb am disprij‐me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.


Mes red eo dezhan da genta gouzanv kalz ha beza nac’het gant ar generation‐man.


Neuze Jesus, o sellet piz outhe, a lavaraz: Petra a zinifi eta an dra‐man a zo scrivet: Ar mean a zo bet taolet a‐gostez gant ar re a oa o vatissa, hennes a zo deuet da veza ar c’henta mean‐corn?


Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.


hag e lavaraz c’hoas: Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.


Rag piou‐benag hen devezo mêz ouzin‐me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he‐unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel.


Martha a lavaraz dezhan: Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza.


N’it ket da zonjal ez eo me ho tamallo dirag an Tad; Moises, en pehini ec’h esperit, hennes eo an hini a damallo ac’hanoc’h.


Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza.


An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.


rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement‐se d’an holl, en eur resussita anezhan a‐douez ar re varo . . . . . .


Ha piou‐benag na zelaouo ket ar profet‐se, a vezo distrujet agrenn euz a‐douez ar bobl.


kement‐man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus‐Christ, an oberou secret euz an dud.


Mar d’eo hon Aviel goloet c’hoas, ez eo goloet evit ar re a ia da goll,


evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus‐Christ.


Na zilezomp ket hor reunion assambles, evel ma’z eo custum hinienou d’hen ober, mes en em exhortomp an eil egile, ha kement‐se gant sul‐vui a aket, ma velit an Deiz o tostaad.


Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a‐berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp‐ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env;


penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan,


Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e‐bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon.


pere, dre c’halloud Doue, a zo diwallet dre ar feiz, evit ar zilvidigez, a ia da veza diskouezet en amzeriou diveza.


O c’houzout da‐genta kement‐man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho drougioulou ho‐unan,


Hogen, an envou hag an douar a‐vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos