Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Filipiz 1:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a‐greiz calon en Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 1:8
24 Referencias Cruzadas  

dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h,


Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou,


Me a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e‐bed; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered‐Santel,


Hag hon euz joa o veza sempl, gant ma, viot krenv; hag ar pez a c’houlennomp digant Doue eo ma teufot da veza parfet.


N’eo ket henk varnoc’h enomp‐ni; mes ho calon‐hu a zo henkeet.


Hag evel‐se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena.


(Hogen, setu aman, er pez a scrivan deoc’h, dirag Doue, na lavaran ket a c’hevier.)


Rag c’houi holl a zo bugale da Zoue dre ar feiz en Jesus‐Christ.


Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h;


Mar d’euz eta eur gonsolation‐benag er C’hrist, eur soulajamant‐benag er garantez, eur gommunion‐benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez‐benag,


rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv.


Dre‐ze, va breudeur ker ha deziret meurbed, va joa ha va c’hurunen, choumit stard evel‐se en Aotrou, va breudeur muia‐karet.


Rag me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va‐unan.


En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia‐karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted;


Rag n’hon euz biskoas impliet, evel ma ouzoc’h, komzou da c’hounid grasou‐mad an dud, na great netra dre avaristed; Doue a zo test a gement‐se.


e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep‐ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon‐unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz.


o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa,


Digemer eta anezhan evel ma tigemerfez eur bugel d’in.


Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur‐ze diganez en Aotrou; ro joausted d’am c’halon en Aotrou;


Hogen, an hini hen defe madou ar bed‐man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios