Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 6:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Hag e teuaz er meaz eur marc’h all a liou an tan; ha d’an hini a oa var he gein e oe roet ar galloud da gas kuit ar peoc’h divar an douar, evit ma teuje an dud d’en em laza an eil egile; hag e oe roet dezhan eur c’hleze braz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Dont a reas er-maez ur marc’h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc’h kuit a-ziwar an douar ha d’ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c’hleze bras a voe roet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 6:4
17 Referencias Cruzadas  

Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze.


Klevet a refot komz euz a vrezelliou hag euz a vrud‐brezel; likit evez na vec’h troublet, rag red eo d’an holl draou‐ze c’hoarvezoud; mes ar fin na vezo ket c’hoas.


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


Mar d’euz unan‐benag hag a gas d’ar gaptivite, ez ai he‐unan d’ar gaptivite; mar d’euz unan‐benag hag a laz gant ar c’hleze, e ranko he‐unan beza lazet gant ar c’hleze; aman ema patianted ha feiz ar zent.


Hag e kassaz ac’hanoun dre ar spered ebarz an dezert; hag e veliz eur vaouez azezet var eul loen liou an tan, leun a hanoiou a vlasphem, hag he doa seiz pen ha deg corn.


Gwelet a riz ar vaouez‐ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret‐holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos