Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 5:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 5:12
19 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


Rag anaoud a rit ar garantez euz hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini, hag hen pinvidic, a zo en em c’hreat paour abalamour deoc’h, evit ma teujac’h da veza pinvidic dre he baourentez.


Da Roue an holl amzeriou, immortel, hag invisibl, da Zoue en pehini hep‐ken ema ar furnez, ra vezo rentet henor ha gloar da viken! Amen.


D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken! Amen.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!


Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


en eur lavaret: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, an actionou a c’hras, an henor ar galloud hag an nerz d’hon Doue, da virviken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos