Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 2:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:13
27 Referencias Cruzadas  

Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.


Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano.


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano.


ha pa oe skulliet goad da verzer (dest), Stefan, e oann ive va‐unan eno, hag e consanten d’he varo, hag e oann o tiwall dillad ar re a laze anezhan.


Ha bez’ hen deuz aman ar galloud, euz a‐berz prinsed ar veleien, da eren ar re holl a c’halv da hano.


Amprouvit an holl draou; dalc’hit stard ar pez a zo mad.


Mar d’euz unan‐benag ha na zeu ket da bourvei d’he dud, ha dreistholl d’ar re euz he di he‐unan, hennes hen deuz nac’het ar feiz, hag a zo gwassoc’h eged eur paian.


Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus‐Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


Dalc’homp stard ar brofession euz hon esperans; rag fidel eo an hini hen deuz great ar bromessa.


mes ar C’hrist, evel eur Mab, a zo bet lakeat da vestr var he di, he‐unan; ni eo he di, gant ma talc’himp stard beteg ar fin ar fizians hag an esperans a bere en em c’hlorifiomp.


Ha n’e ket int eo a wall‐gomz an hano kaer a zo bet galvet varnoc’h?


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Setu aman patianted ar zent, setu aman ar re a vir gourc’hemenou Doue, ha feiz Jesus.


Combatti a raint ouz an Oan, mes an Oan a vezo treac’h dezhe, rag hen eo Aotrou an aotronez, ha Roue ar rouane; hag ar re a zo assambles ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.


Gwelet a riz ar vaouez‐ze mezo gant goad ar zent ha gant goad merzerien Jesus, ha pa veliz anezhi, e oenn mantret‐holl.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Emoun prest da zond; dalc’h stard ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.


Dalc’h sonj‐mad eta euz ar pez ec’h euz recevet ha klevet, dalc’h anezhe, ha distro. Mar na gerez diwall, me a zeuio varnoud evel eul laer, ha na ouezi ket da be heur e teuin varnoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios