Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 19:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:7
29 Referencias Cruzadas  

Mes pa oa o sonjal kementse, setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan: Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered‐Santel;


Rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a reaz eured he vab;


Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor.


An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep‐ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist.


rag an ozac’h eo pen ar vreg, evel ma’z eo ar C’hrist ive ar pen euz an Iliz, pehini eo he gorf, euz a behini ez eo ar Zalver.


Ar myster‐ze a zo braz; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan.


Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus‐Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig,


En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a‐gichen Doue, kempennet evel eur vreg‐yaouank evit he fried.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos