Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 16:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ar pevare eal a skulliaz he scudel var an heol, hag e oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud gant an tan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar pevare ael a skuilhas e hanaf war an heol. Roet e voe dezhañ ar galloud da zeviñ an dud dre an tan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 16:8
11 Referencias Cruzadas  

mes, pa zavaz an heol, e oe devet; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz.


Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus.


an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou;


Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he‐man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan: Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro.


Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren‐douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad.


N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.


Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.


Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos