Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 16:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag e kleviz eal an doureier, o lavaret: Te a zo just, Aotrou, pehini a zo, pehini a oa ha pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evelse.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, abalamour ma ec’h eus barnet kement-se.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 16:5
18 Referencias Cruzadas  

Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue,


Mes mar deu hon injustis da ziskouez sclearoc’h ar justis a Zoue, petra a livirimp‐ni? Daoust ha Doue n’eo ket injust pa ra deomp santoud he goler? (E giz an den e komzan.)


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.


An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier; hag e oent troet en goad.


Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou.


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Hag e crient a vouez huel, o lavaret: Pegeit, Aotrou Souveren, te, pehini a zo santel ha gwirion, e choumi c’hoas hep barna, hag hep venji hon goad a‐enep ar re a zo o choum var an douar?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos