Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 16:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 16:10
22 Referencias Cruzadas  

hag e sklapint anezhe er fournes tân; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.


hag e sklapint anezhe er fournes tân; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.


Neuze ar roue a lavaraz d’ar vevelien: Ereit he zaouarn hag he dreid, kassit anezhan kuit, ha taolithen en devalijen a‐ziaveaz; eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent.


hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited: eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent.


mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz; eno e vezo gwelvan ha skrign‐dent.


Eno e vezo gwelvan ha skrigndent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted en rouantelez Doue, ha pa viot c’houi taolet er meaz.


Rentit henor d’an holl; karit an holl breudeur; doujit Doue; henorit ar roue.


Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar.


Mez lez ar porz a zo a‐ziaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan; rag roet eo bet d’ar Jentiled; hag int a flastro gant ho zreid ar gear zantel e‐pad daou vis ha daou‐ugent.


Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet crucifiet hon Aotrou.


Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.


Aman ema an intentamant hag hen deuz furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere ema azezet ar vaouez.


Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz: Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk‐sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus.


Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret: Evel‐se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ha den na hello mui he c’havout.


Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’hyaouank hag ar vreg‐yaouank na vezo mui klevet enoud; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet;


Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.


Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos