Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 12:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare: Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz‐deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:10
24 Referencias Cruzadas  

Jesus a respontaz dezhan: Hen lavaret ec’h euz; mes c’hoas me a lavar deoc’h, penaos divarvreman e velot Mab an den azezet a‐zeô da c’halloud Doue, hag o tond var goabrennou an env.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


deuet da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


An Aotrou a lavaraz c’hoas: Simon, Simon, setu ma hen deuz goulennet Satan tremen ac’hanoc’h dre eur c’hroe evel gwiniz.


(en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus‐Christ,) barnet em euz,


mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in: Va gras a zo a‐walc’h evidoud; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun.


Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet‐mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez; ra ziwallint da veza droug‐prezegerezed, na re douget d’ar gwin; ra roint kelennadurez vad;


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


Rag d’an hini hen devezo trec’het, hag a raio va oberou beteg ar fin, me a roio dezhan galloud var an nationou.


hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos