Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 11:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e‐pad ma profetizint; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:6
11 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h: Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e‐pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl.


Ha me a roio d’am daou dest ar galloud da brofetisa, e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez, gwisket gant sier.


An eil eal a skulliaz he scudel er mor, hag e teuaz da veza evel goad eun den maro; ha kement tra beo a oa er mor a varvaz.


An trede eal a skulliaz he scudel var ar steriou ha var mamennou an doureier; hag e oent troet en goad.


Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet‐holl; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos