Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Yann 1:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Ar pez a oa adaleg ar pen‐kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou‐lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon‐unan, divarben Ger ar vuez;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 1:1
23 Referencias Cruzadas  

hervez ma’z int bet digasset beteg enomp gant ar re ho deuz ho‐unan gwelet anezhe adaleg ar pen‐kenta, hag a zo bet ministred ar Ger;


Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, rag me va‐unan eo. Touchit ouzin ha sellit ouzin; rag eur spered n’hen deuz na kig nag eskern, evel ma velit em euz‐me.


Hag an hini hen deuz gwelet kement‐se, hen deuz roet testeni euz an dra‐ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot.


Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred.


Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan.


Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.


da bere ive en em ziskouezaz beo, goude he bassion, o rei dezhe kalz a breuvennou euz a gement‐se, oc’h apparissa dezhe e‐pad daou‐ugent devez, hag o komz dezhe euz an traou a zell ouz rouantelez Doue.


Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet.


penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan,


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered‐Santel, hag an tri‐ze a zo unan.


hag a lavare: Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’henta hag an diveza; ar pez a velez, scrivhen en eul levr hag hen kas d’ar seiz Iliz a zo en Azi, en Ephesus, e Smyrn, en Pergamus, e Thyatira, e Sardis, en Philadelphia hag en Laodicea.


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Gwisket e oa gant eur vantel livet gant goad, hag he hano a zo, ger doue.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos