Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.
Zakaria 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diougan, komz an AOTROU a-enep bro Hadrak; ehanañ a ra war Zamask, rak an AOTROU a zo e lagad war an dud ha war holl veuriadoù Israel. |
Neuze, o vezañ lodennet e dud, en em daolas warno en noz, eñ hag e servijerien, hag e pilas anezho. Mont a reas war o lerc'h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.
O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.
Va daoulagad a sell hep ehan etrezek an AOTROU, rak lakaat a raio va zreid da zont er-maez eus ar roued.
An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.