Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.
Zakaria 8:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl. |
Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.
David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
C'hwi eta, bezit kreñv, ra ne vo ket dinerzhet ho taouarn, rak ur gopr a vo evit hoc'h oberoù.
Henaourien ar Yuzevien a vañsone hag a rae berzh hervez profediezh Hagai ar profed ha Zakaria mab Iddo. Sevel a rejont eta hag e peurechujont, hervez urzh Doue Israel, hag hervez urzh Kiruz, Dariuz hag Artakserksez roue Persia.
Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Zorobabel mab Salatiel, Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, hag an nemorant eus ar bobl a glevas mouezh an AOTROU o Doue ha komzoù Agge ar profed, hervez ar garg en doa e gaset eviti an AOTROU o Doue. Hag ar bobl en doe aon dirak an AOTROU.
Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:
Komz ouzh Zorobabel gouarnour Juda o lavarout: Brañsellat a rin an neñvoù hag an douar,
Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!
En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.
Ra ne bellaio ket al levr-mañ eus al lezenn diouzh da c'henoù, prederiañ a ri warnañ deiz ha noz, evit ober diouzh kement a zo skrivet ennañ, rak neuze e ri tro-vat ez hent, ha neuze e ri berzh.