Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
Zakaria 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha leurioù-kêr a vo leun a baotred yaouank hag a verc'hed yaouank o c'hoari war he leurioù. |
Dont a raint, hag e kanint war uhelenn Sion, hag e teredint da vadoù an AOTROU, d'ar gwinizh, d'ar gwin, d'an eoul, da re vihan an deñved hag ar saout. O ene a vo evel ul liorzh douraet, ha ne vint ken er poanioù.
Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.
Sav ha garm e-pad an noz, adalek deroù ar beilhadennoù. Skuilh da galon evel dour dirak dremm an Aotrou. Sav da zaouarn evit buhez da vugaligoù a varv gant an naon e kognoù pep straed.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.