Zakaria 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: C'hoazh e vo tud kozh ha maouezed kozh azezet war leurioù Jeruzalem, o kaout pep hini e vazh en e zorn en abeg d'an niver bras eus o deizioù. |
mar sav hag e kerzh er-maez, harpet gant e vazh, an hini en devo skoet gantañ a vo didamall. Koulskoude e paeo e ehan-labour hag e raio e yac'haat holl.
Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.
Juda hag hec'h holl gêrioù a-gevret, al labourerien-douar hag ar vêsaerien-dropell, a vo o chom eno.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
C’hwi avat hoc’h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled,
Setu e teu an deizioù ma troc'hin da vrec'h ha brec'h ti da dad, en doare ma ne vo den kozh ebet ez ti.
Hag e weli un enebour em chomlec'h, e-pad ma kaso Doue pep seurt madoù da Israel, ha ne vo biken den kozh ez ti.