La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Zakaria 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

ouzh an trede karr kezeg gwenn, ouzh ar pevare karr kezeg marellet ha liv-flamm.

Ver Capítulo



Zakaria 6:3
9 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hoarvezas d'ar mare ma teue an deñved da dommañ, ma savis va zaoulagad hag e welis en un huñvre penaos ar bouc'hed a c'holoe an deñved a oa barrennet, brizh ha marellet.


he divhar en houarn, he zreid lod en houarn ha lod e pri.


E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.