Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.
Zakaria 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'harr o tont eus etre daou venez. Ar menezioù-se a oa menezioù arem. |
Elizea a bedas hag a lavaras: AOTROU, plij ganit digeriñ e zaoulagad, ma welo. An AOTROU a zigoras daoulagad ar servijer, hag e welas: setu, ar menez a oa leun a gezeg hag a girri tan en-dro da Elizea.
Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,
A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?
Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.
Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!
Koulskoude lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, met gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier. Ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod eus geot an douar gant al loened.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
O vezañ torret, ar pevar a zo deuet en e lec'h eo pevar roue a savo eus ar vroad-se, met n'o devo ket kement a nerzh.
An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.
evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.