Zakaria 5:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein. |
An holl deñvalijenn a vo kuzhet en e lec'hioù kuzh; un tan, na vo ket enaouet gant un den, a lonko anezhañ, hag ar pezh a chomo en e deltenn a vo distrujet.
Harpañ a raio war e di, ha ne zalc'ho ket, pegañ a raio ennañ, he ne chomo ket en e sav.
Abalamour da-se eo lonket an douar gant ar vallozh, e annezerien a zoug o foan, tud an douar a zo kuzumet, ne chom ken nemet nebeut a dud.
Evel ma'z eo mezhek al laer pa'z eo tapet, evel-se e vo mezhek re di Israel, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien, o frofeded,
N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.
Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.
N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.
Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann.
Na soñjit ket en ho kalonoù an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoù faos, rak an holl draoù-se a gasaan, eme an AOTROU.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Ne zegasi ket traoù euzhus da'z ti, evit na vi ket lakaet da verz evelto; heug az po outañ, euzh az po outañ, rak lakaet da verz ez int.
Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho,