D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Zakaria 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e komzis un eil gwech o lavarout dezhañ: Petra eo an daou skourr olivez a zo e-kichen an div gorzenn aour ma tever an aour drezo? |
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Hag e komzis o lavarout dezhañ: Petra eo an div olivezenn, en tu dehou d'ar c'hantolor hag en tu kleiz?
Hag e respontas din o lavarout: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.
Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec’h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n’eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d’ar re ma’z eo bet kempennet evito gant va Zad.