Zakaria 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Selaou eta, Jozue an aberzhour-meur, te ha da genseurted azezet dirazout, rak tud int da servijañ da skouerioù. Setu ez an da lakaat da zont va servijer an Diwan. |
Neuze an AOTROU a lavaras: Evel m'en deus kerzhet va servijer Izaia en noazh ha divotoù, ar pezh a zo un arouez hag ur merk a-enep Ejipt hag a-enep Etiopia evit tri bloavezh,
En deiz-se e vo diwan an AOTROU kaer ha glorius, ha frouezh an douar brav ha dispar, evit ar re a zo en em dennet eus Israel.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
Kresket en deus dirazañ evel ur vroustenn, evel ur wrizienn o tont eus un douar disec'h. N'en deus na neuz na kaerder da zedennañ ar sell, na doare da zegas c'hoant.
Setu-me amañ, me hag ar vugale a zo bet roet din gant an AOTROU; ni a zo sinoù ha diouganoù en Israel, a-berzh AOTROU an armeoù a zo o chom war Venez Sion.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.
En deizioù-se, en amzer-se, e tiwano da Zavid un diwan a reizhder, a raio er vro hervez ar varnedigezh hag ar reizhder.
Lavar: Me a zo un arouez; graet e vo dezho evel ma em eus graet, ermaeziañ a raint, da vont e dalc'hidigezh.
Dirak o daoulagad e tougi anezho war da skoaz, hag e kasi anezho er-maez pa vo teñval. Goleiñ a ri da zremm evit na weli ket an douar, rak da lakaet em eus evel un arouez evit ti Israel.
Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.
Me a savo dezho ur blantadeg brudet, ne varvint ken gant an naon er vro, ne zougint ken dismegañs ar broadoù.
David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.
Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.
dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec’h drezi,