Respont a reas din: An AOTROU a gerzhan dirazañ, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad.
Zakaria 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O nerzhañ a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU. |
Respont a reas din: An AOTROU a gerzhan dirazañ, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.
Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.
Pa gerzh an holl bobloù pep hini en anv e zoue, ni a gerzho en anv an AOTROU hon Doue dalc'hmat ha da viken.
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
Ha pennoù Juda a lavaro en o c'halon: Tud Jeruzalem a zo hon nerzh dre AOTROU an armeoù, o Doue.
Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.
evit m’en em renit en un doare dellezek eus Doue a c’halv ac’hanoc’h d’e rouantelezh ha d’e c’hloar.
A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc’h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc’h-muiañ.