Piv en deus reizhet e vuzulioù dezhañ, mar henn anavez? Piv en deus astennet ar gordenn warnañ?
Zakaria 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem. |
Piv en deus reizhet e vuzulioù dezhañ, mar henn anavez? Piv en deus astennet ar gordenn warnañ?
En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.
Ar pilikant hag an heureuchin, ar gaouen hag ar vran a vo o chom enni. Astennet e vo warni kordenn-rezañ an dizoare ha live ar goullo.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.
Va lakaat a reas da vont e-barzh, ha setu un den, a oa e zoare evel doare an arem. Ur gordenn lin hag ur walenn da vuzuliañ a oa en e zorn, hag en em zalc'he ouzh an nor.
Pa'z eas an den war-raok war-zu ar sav-heol, e talc'he en e zorn ur gordenn, hag e vuzulias mil ilinad, hag e reas din tremen a-dreuz an dour: an dour a zeue betek va daouufern.
An dro he devo triwec'h mil ilinad, hag adalek hiziv, anv kêr a vo: An AOTROU a zo amañ.
An AOTROU a zihunas spered Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha spered Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, ha spered an nemorant eus ar bobl, hag e teujont hag en em lakajont da labourat war di AOTROU an armeoù o Doue,
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.
Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.
Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.