La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




S. Jakes 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec’h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Breudeur, n’en em glemmit ket an eil a‐enep egile, gant aoun ne vec’h condaonet. Setu, ema ar barner e‐tal an nor.

Ver Capítulo



S. Jakes 5:9
21 Referencias Cruzadas  

Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


Ra zistroint d'an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.


Ar mare a zo deuet, an deiz a dosta! Ra ne vo ket laouen ar prener, ra ne vo ket glac'haret ar gwerzher, rak ez eus fulor a-enep o holl engroez.


N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


Evel-se ivez pa welot kement-se holl, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor.


Evel-se ivez pa welot kement-se oc’h erruout, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor.


Herodiaz he doa droug outañ hag a c’hoantae e lakaat d’ar marv. Met ne c’helle ket,


An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.


Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


Ul lezenner hepken a zo, an hini a c’hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?


Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou.


Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.


Rentañ a raint kont d’an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.


En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.