Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
S. Jakes 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Deoc’h‐hu breman, tud pinvidic! Gouelit hag hirvoudit, abalamour d’ar malheuriou a ia da gweza varnoc’h. |
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.
Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.
Er straedoù o devo gwisket seier, war an toennoù ha war al leurioù pep hini a yudo hag a zirollo da ouelañ.
Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
ha lavar: Piv oa da vamm? Ul leonez gourvezet e-touez al leoned, o sevel he re vihan e-touez al leonedigoù.
Mab an den, ro da brofediezh ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Yudit: Devezh paour!
Labourerien-douar, bezit mezhek; gwinierien, garmit en abeg d'ar gwinizh ha d'an heiz: rak kollet eo eost ar parkeier.
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.
Dihunit, mezvierien, ha gouelit! Ha c'hwi holl, everien gwin, garmit en abeg d'ar gwin nevez, rak lamet eo eus ho kenoù.
Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.
Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.
Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.
Savet eo an heol gant e dommder, sec’het en deus ar c’heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.
C’hwi er c’hontrol, a zispriz ar paour! Ha n’eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac’hanoc’h hag a stlej ac’hanoc’h dirak al lezioù-barn?
Bremañ, ouzhoc’h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc’hoazh d’ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c’hounit.
Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.