Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn.
Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.
Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.
evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.
Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.