Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e galon, eñ ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez Ezekiaz.
S. Jakes 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre‐ze ar Scritur a lavar: Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl. |
Met Ezekiaz en em izelaas eus uhelder e galon, eñ ha tud Jeruzalem, ha kounnar an AOTROU ne zeuas ket warno e-pad buhez Ezekiaz.
Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.
E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.
N'en em izelaas ket dirak an AOTROU evel m'en doa en em izelaet Manase e dad, rak eñ, Amon, en em lakaas kablusoc'h-kablusañ.
Dre ma'z eo bet tener da galon, ha ma ec'h eus en em izelaet dirak Doue pa ec'h eus klevet e gomzoù a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud, dre ma ec'h eus en em izelaet dirazon, ha ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.
Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
Bremañ ec'h anavezan ez eo an AOTROU brasoc'h eget an holl zoueoù, rak pa'z int bet en em savet gant balc'hder, en deus trec'het warno.
Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Rak roet e vo d’an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
Na lavarit ket kement a gomzoù rok. Ra ne zeuio ket komzoù balc'h eus ho kenoù, rak an AOTROU eo un Doue a anavez pep tra, ha gantañ eo pouezet an oberoù.