Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
S. Jakes 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gant an teod e vennigomp Doue an Tad, ha gant an teod e taolomp malloz var an dud, pere a zo bet great ouz henveledigez Doue. |
Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
Ar roue David a yeas betek Bakurim. Ha setu e teuas un den ac'hane, eus tiegezh Saül, anvet Shimei mab Gera. Dont a reas er-maez en ur vallozhiñ,
Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?
David a vennigas an AOTROU dirak an holl vodadeg, ha David a lavaras: Benniget ra vi, AOTROU , Doue Israel hon tad, a gantved da gantved!
Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.
E c'henoù a zo leun a vallozhioù, a douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n'eus nemet drougiezh ha dismegañs.
Meuleudi; eus David. Va Doue, va roue, me az meulo, me a vennigo da anv dalc'hmat ha da viken.
Va genoù a embanno meuleudi an AOTROU, ha pep kig a vennigo anv e santelezh, dalc'hmat ha da viken
Seu perak va c'halon a laouena, va ene a gan a levenez, ha va c'hig zoken a ziskuizho e surentez.
Cheñchet ec'h eus va c'hañv e levenez, dizereet ec'h eus va sac'h, ha va gwisket ec'h eus a levenez,
Salm David. Pa varvouzas an diskiant dirak Abimelek, ha penaos, kaset gantañ, ez eas kuit.
Na lazh ket anezho, gant aon na ankounac’hafe va fobl. Kemmesk anezho dre da c'halloud ha stlap anezho d'an traoñ, o Aotrou hor skoed.
Betek pegoulz en em daolot war un den, evit e zistrujañ holl asambles, evel ur voger gosteziet, evel ur c'hleuz brañsellet?
Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez, rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio.
Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se. Raktal ar c’hilhog a ganas.
Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,
dre-se va c’halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c’hig ivez a ziskuizho en esperañs,
An den ne dle ket goleiñ e benn pa’z eo skeudenn ha gloar Doue, met ar wreg a zo gloar an den.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.
Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
Mont a rejont war ar maez da vendemiñ o gwini, da jaodriñ ha d'ober chervad. Neuze ez ejont da di o doue da zebriñ ha da evañ, hag e villigjont Abimelek.