S. Jakes 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met den ebet ne c’hell doñvaat an teod, un droug eo na c’heller ket trec’hiñ, leun eo a vinim marvel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes den e‐bed na hell donvaad an teod; eur gwall‐dra eo ha na heller ket beza mestr dezhan; leun eo a vulum hag a ro ar maro. |
Degas a raio eus an neñv hag am saveteo, lakaat a raio mezhek an hini a red war va lerc'h. Ehan Doue a gaso e vadelezh hag e wirionez.
Ar re fall a zo gwallsiet adalek bronn o mamm, an dud gaouiat a zo dianket adalek ma'z int bet ganet.
An hini a zo tuet fall a galon ne gavo ket an eurvad, hag an teod gwallsiek a gouezho er gwalleur.
O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù,
An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.