Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c’helle e zoñvaat.
S. Jakes 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) A bep seurt loened gwez ha lapoused, a bep seurt amprevaned ha loened‐mor a vez donveet hag a zo bet donveet gant an den; |
Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c’helle e zoñvaat.
enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neñv.
An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
met den ebet ne c’hell doñvaat an teod, un droug eo na c’heller ket trec’hiñ, leun eo a vinim marvel.