La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




S. Jakes 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Setu c’hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec’h ma fell d’ar sturier.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Setu aman c’hoas, ar batimanchou, pere, petrabenag ma’z int ker braz, ha ma’z int kasset gant an avel grenv, a vez troet du‐man ha du‐hont gant eur stur gwall vihan, el leac’h ma fell d’ar sturier.

Ver Capítulo



S. Jakes 3:4
8 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a lakaas un avel vras da sevel war ar mor, hag e voe ur gorventenn vras war vor, hag al lestr a oa war var da derriñ.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Ha setu, e savas ur barrad gwallamzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c’hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.


Met ar c’hantener a gredas kentoc’h ar sturier ha mestr al lestr eget ar pezh a lavare Paol.


Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c’hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c’horf a-bezh.


Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c’hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c’hell enaouiñ ur goadeg bras.