Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
S. Jakes 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec’hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) mes mar sellit ouz apparans an dud, e rit eur pec’hed, o veza ma tiskouez, sclear al lezen e torrit ar gourc’hemen. |
Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
Ha pa vo deuet, e kendrec’ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec’hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,
Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?
Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec’het gant an holl, e vo barnet gant an holl,
Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.
Piv bennak a bec’h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec’hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.
evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec’hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec’herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.