Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.