S. Jakes 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Savet eo an heol gant e dommder, sec’het en deus ar c’heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaer a zo tremenet; evelse e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou. |
Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan
Evel m'eo deuet en noazh eus kof e vamm, e tistroio en noazh, o vont kuit evel m'eo deuet. Ha ne gaso gantañ netra a c'hellfe kemer en e zaouarn.
Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Hag ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us d'an draonienn strujus, evel ur frouezhenn darev a-raok an hañv, a vo gwelet, ha kerkent ha ma vo en dorn, e vo lonket.
N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.
o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n’o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec’h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
ar re a zo oc’h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.