S. Jakes 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot. |
Setu ec'h eus lakaet va deizioù e muzul ar palvad, ha va oadvezh a zo dirazout evel un netra. Ya, pep den en e sav war an douar n'eo nemet c'hwez! Ehan
Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.
Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
ar re a zo oc’h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.
Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c’hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec’h hag e vleuñv a gouezh,