Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Sofonia 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h. |
Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Eno emañ ar mennad divizet a-enep an douar holl, eno emañ an dorn astennet war an holl vroadoù.
Sankerib roue Asiria a savas e gamp, a yeas kuit hag a zistroas; hag ez eas da chom e Ninive.
Azor a zeuio da vezañ toulloù evit an aourgon hag ur gouelec'h da viken. Ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.
Sav, kae da Ninive ar gêr vras, ha kri a-enep dezhi, rak o drougiezh a zo pignet betek ennon.
Touzañ a raint bro Asiria gant ar c'hleze, ha bro Nimrod en e zorojoù. Dieubiñ a raio ac'hanomp eus an Asiriad, pa zeuio en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hon harzoù.
Eno an tan a lonko ac'hanout, ar c'hleze az lazho, debriñ a raio ac'hanout evel ar biskoul. Liesa evel ar biskoul, liesa evel ar c'hilheien-raden.
An holl re a welo ac'hanout a dec'ho pell diouzhit, hag a lavaro: Ninive a zo distrujet! Piv en devo truez outi? Pelec'h e klaskin frealzerien dit?
Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,