Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!
Romaned 9:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e c’hoarvezo penaos el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho: C’hwi n’oc’h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e c’hoarvezo penaos el leac’h memeus ma oa bet lavaret dezhe: N’oc’h ket va fobl, eno e vezint galvet bugale an Doue beo. |
Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!
Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc'hed eus pennoù an douar,
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.
ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
Mibien an AOTROU ho Toue emaoc'h-c'hwi. N'en em reot flañch ebet ha n'en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv.