Startaat a reont en ur c'hoant fall. Ne gomzont nemet eus kuzhat stignoù, hag e lavaront: Piv en gwelo?
Romaned 8:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c’hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) nag an dounder, na crouadur all e‐bed, na hello dispartia ac’hanomp euz a garantez Doue, diskouezet en Jesus‐Christ hon Aotrou. |
Startaat a reont en ur c'hoant fall. Ne gomzont nemet eus kuzhat stignoù, hag e lavaront: Piv en gwelo?
A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhañ ken na'm bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c'hoñsevet.
Setu an Aotrou, AOTROU an armeoù, a ziskar ar brankoù gant nerzh; ar re vrasañ a vo torret, ar re uhelañ a vo izelaet.
En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.
Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc’h eus va c’haret ha ma hoc’h eus kredet ez on deuet eus Doue.
Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.
d’an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!
Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?
Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
N’eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma’z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist
an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.
Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Met e lavaran deoc’h-c’hwi, d’ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n’en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec’h all ebet warnoc’h,
Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.