Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoù.
Romaned 6:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ bet dieubet eus ar pec’hed, oc’h deuet sklavourien d’ar reizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, o veza bet delivret euz ar pec’hed, c’houi a zo deuet da veza esclav d’ar justis. |
Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoù.
AOTROU hon Doue, aotrounez all egedout o deus renet warnomp, met drezout nemetken e c'hellomp gervel da anv.
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.
Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.
evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.